Kampion ar Bed melldroad war gador ruilh eo Erwan Konk!!
Kampion ar bed evit an trede gwech ! Pebezh taol-kaer gant Erwan Konk zo c’hoarier melldroad war gador-ruilh. Gant e gleub, Upsilon Chatenay-Malabry, ‘neus gounezet nevez zo kentañ Kip ar bed ar skipailhou ‘oa aozet ‘ba Bobigny ‘ba bro Pariz. Tro ‘noa bet Erwan da c’hounit div wech Kip ar Bed dija met hini ar broadoù gant Frañs. Un titl ouzhpenn gant ar brestad… Selaouomp anezhañ dustu. Emañ gant Erwan Blanchard.